C'hoari kelennadel evit ar vugale
Un dastumadeg a-feson gant obererezhioù ha c'hoarioù kelennadel evit ar vugale etre 2 ha 10 vloaz eo GCompris.
Obererezhioù 'zo a zo bet troet da c'hoarioù, chom a reont kelennadel avat.
Amañ dindan e kaver ur roll eus ar rummadoù gant un toullad eus an oberezhioù kinniget e pep rummad.
- Dizoleiñ an urzhiataer: klavier, logodenn, jestroù disheñvel gant al logodenn, hag all.
- Jediñ : deskiñ an taolennoù-jediñ, niveriñ eeun, simetriezh ar skeudenn, kempouezañ ar bouezerez, distreiñ ar moneiz, hag all.
- Skiantoù : mont en-dro ur skluz, meskañ al livioù, meizad an nerzh-dedennañ, hag all.
- C'hoarioù : memor, pevar a-steud, tri merk a-steud, sudoku, tour Hanoi, hag all.
- Lenn : pleustriñ war al lenn, hag all.
- A bep seurt : deskiñ reiñ an eur, meizad Braille, milendall, benvegoù sonerezh, hag all.
Evit ar poent e kinnig GCompris muioc'h eget 100 oberezh ha reoù all a zo war ar stern. Ur meziant digor eo GCompris, ar pezh a sinifi e c'heller azasaat anezhañ diouzh ezhommoù-mañ-ezhommoù, gwellaat anezhañ ha, pouezusosc'h c'hoazh, lakaat bugale d'ober gantañ ne vern pelec'h.
Available Architectures:aarch64x86_64